Menu
Mon panier

En cours de chargement...

Recherche avancée

Gaston Tome 14 (Relié)

Edition en breton

  • Yoran Embanner

  • Paru le : 01/10/2006
Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresan zo bet pouezus evitan adal e vugeliezh. Kregin a ra da labourat e stal Dupuis e 1944,... > Lire la suite
  • Plus d'un million de livres disponibles
  • Retrait gratuit en magasin
  • Livraison à domicile sous 24h/48h*
    * si livre disponible en stock, livraison payante
10,14 €
Expédié sous 3 à 6 jours
  • ou
    À retirer gratuitement en magasin U
    entre le 31 mai et le 5 juin
Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresan zo bet pouezus evitan adal e vugeliezh. Kregin a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresan "Le Tank" ha "Les Maisons préfabriquées". E-keit se e say ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt. Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad "Spirou et Fantasio" gant an tresan hag ar skrivan evit ar gelaouenn SPIROU : istorioù kiok, goloioù, skeudennoù liesseurt.
Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dis ar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h a. Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro "Modeste et Pompon" bet krouet gantan evit ar gelaouenn TINTIN . E 1957, evit rein buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un "haroz dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhan ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all ! Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war SPIROU da gentan.
Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadan reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezan un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhan en deus koulskoude. Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu). E 1972 e krou, evit goloioù SPIROU, e erevent koantik a vo strollet en albom "Cauchemarrant", embannet gant Bédérama e 1979.
"Mennozhioù Du" (Idées Noires) zo embannet gant LE TROMBONE ILLUSTRE e 1977 da gentan ha gant FLUIDE GLACIAL da c'houde. Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken. E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhan, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentan. E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù finv evit ar skinwel. Aet eo Franquin da anaon e 1997.
Ne welo ket embannadur Gaston e rezh naontek levrenn genheul e ti Dupuis gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions. Laouen omp o kinnig ul levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...

Fiche technique

  • Date de parution : 01/10/2006
  • Editeur : Yoran Embanner
  • ISBN : 2-916579-02-8
  • EAN : 9782916579023
  • Format : Album
  • Présentation : Relié
  • Nb. de pages : 48 pages
  • Poids : 0.33 Kg
  • Dimensions : 21,5 cm × 30,0 cm × 0,9 cm
André Franquin - Gaston Tome 14 : .
Gaston Tome 14
10,14 €
Haut de page